illustration
Auray, Morbihan (56)

Lakait Glad An Alre da veviñ arre

Kêr An Alre a ginnig deoc’h dizoloiñ/addizoloiñ glad hag istor ar gêr e-ser ur valeadenn, un doare splujadenn dudius. Setu an avañtur a ginniger deoc’h :


Pell, pell-bras ‘zo, ul lestr deuet a bellvro, eus an tu-all eus ar bed, a ziskargas un danvez iskiz en Alre. Disoñjet e oa bet e-pad kantvedoù, met setu-hi daet war wel, ha ganti un dra, ur benveg kevrinus. Evel ma oa an istorerion o tornata anezhañ da glask kompren da betra e servije o deus divorailhet un nor ha roet frankiz d’ur galloud spontus : an annezidi o deus ankouaet pep soñj a liamme anezhe ouzh o glad.

En em harpit war an dra meurdezus-se a zo bremañ etre ho taouarn, kerzhit a savadur da savadur dre straedoù An Alre ha kavit penn d’ar c’houstleoù a roay tu deoc’h da zizoloiñ kalz a istorioù hag a zarvoudoù.

Stumm e brezhoneg : Ti Douar Alre


Titouroù a-bouez :


  • Troiad : hent da ober : tro 2 km. Padusted : Un euriad ha kart.
  • Lec’h deraou : dirak ti-kêr An Alre.
  • Lennit mat ar merkoù hag an holl ditouroù en em reteriñ.
  • Gwiriekait ma ‘z eo karget ar batiri kent loc’hiñ gant an avañtur.
  • Ma en em gavit sac’hit, pouezit war ar c’hadranas, a-zehoù e traon ar skramm, evit tremen d’an darvoud-all.
  • Pep poent war ar gartenn a dalv ur bazenn war ho hent.
Point de départ
Coordonnées
Latitude : 47.6665
Longitude : -2.9838

Rendez-vous à ce point de départ pour débuter le jeu de piste. N’oubliez pas de télécharger l’application Baludik
Ce jeu de piste vous est proposé par
illustration
Ville d'Auray
10 parcours proposés
Informations
Thème
Patrimoine
Durée
1h15
🏳️
Langue
Breton
Partager

Comment jouer ?

01
Télécharger l’application Baludik gratuitement
app store play store
02
Flasher ce QR-Code via l’application Baludik
03
Profitez de l'expérience de jeu et amusez-vous !
mockup

Envie d'en savoir plus ?